poterie Douar ha tan

Atersadenn gant Awen Prigent ar poder

- Salud dit Awen, penaos e kinnigfes ar vicher poder e berr gomzoù?

- Ur vicher plijus eo e lec’h ma‚ vez graet bep seurt : Krouin (ijinan, ober ha poazhan), gwerzhan, jedin, mont e darempred gant an dud...

- Penaos teus graet anaoudegezh gant ar vicher-se?

Tamm bihan dre zigouez. Penn kentan ‘m oa c’hoant da vont war al labour kizellan koat hag un digarez ‘m eus bet da vont d’en em stumman war ar boderezh.

- Petra a blij dit el labour-se?

- Ar pezh a blij din eo bezan mestr war ma damm amzer, a benn fin bezan dieub...

- Abaoe pell out-te poder a-vicher?

- C’wec’h vloaz ‘zo on poder, o teskin ordin...

- Ul labour arzour pe ul labour artizan eo d'az soñj?

- Eviton me eo etre an daou peogwir e ran bolennou, podou evit implij bemdez met ivez e blij din krouin pezhou braw , telwennou hag a dennent kentoc’h deus an arz...

- Penaos e vez rannet al labour evit fardañ ur pod?

- Evit neforzh peseurt pod eo ret ober ur voulenn ha goude, war an turgn, e ‘vez toullet an douar pri, laket ar pod da vont war gouec’h hag er fin roet ur stumm dezhan. An deiz war lec’h pa’vez sec’hoc’h ar pod e’vez lemmet un tamm danvez evit plaenaad ha laked splann an tro dro. Ma’vez ezhomm eo d’ar c’houlz se ivez a vez ouzhpennet ur skouarn,en ur pegan anezhi ouzh ar pod.

- Pegeit amzer e lakez evit aozañ ur pod da vat?

Etre ar penn kentan e lec’h e veskan an douar, betek ar c’houlz ma vez prest ur pod da werzhan,’zo pemzete d’an nebeutan. Amzer d’ar podou sec’hin ha goude poazhan anezho e touez ur forniad a bez.

- Gant peseurt binvioù e rankez labourat?

- Ezhomm ‘zo ur forn hag un turgn,bezan dorniad mat a walc’h, un empenn hag ez a war dro.

- Penaos e teu ar mennozhioù dit? Furchal a rez en un doare bennak?

- Ar mennozhou a zeu en ur lenn levriou ha neuze laosket ar spered da rambreal. A wezhou c’hoazh a daol trumm e teu ur c’hoantadenn… Pe c’hoazh war eeun, war an dachenn.

- Labouret teus nevez zo evit krouiñ Prizioù France 3, bet profet d'al loreidi. Heñchet eo bet da labour gant soñjoù resis?

- Kinniget ’meus ur mennozh da skipailh France 3, da laret eo diskouez war ur pod uhel,prantadou pouezhus deus istor breizh : mare ar peulven (engravaduriou Gavrinis), hini ar gelted hag evit echuin mare an dihun en XXvet kantved gant labour ar seizh breur...

- Penaos e c'hell an dud kavout da labour poderezh ha prenañ podoù diganit ?

- Moaien ‘zo da vont war ma lec’hienn e kreiz ar rouedad, pe pellgomz din d’an 02.96.43.08.58 evit mont e darempred ganin ha neuze dont da guruzin en ma stalier.

 

 

Douar ha Tan - 30, rue du Guic - 22810 Belle-Isle-en-Terre - Tél. 02 96 43 08 58
SIRET 482 875 390 000 15 - Douar ha Tan 2007-2011